Skip to main content

Diskouezadegoù pad

Dastumadoù pad ar mirdioù a ya d’ober hêrezh ar c’hantvedoù tremenet. Livadurioù, traezoù arz kinkliñ, pezhioù arkeologel pe dibarderioù ag an natur : an holladoù puilh ha liessort a ya d’ober ar glad boutin a zo kefridi ar mirdioù o zreuzkas d’ar remziadoù da zonet.

An dastumadoù-se, madoù danvezel ha memor dec’h anezhe, eo an dachenn a labour an istorourion àrni evit un doare taolenniñ adpriziet dibaouez. Get an enklaskoù arkeologel kaset en-dro er Mor-Bihan abaoe an 19vet kantved ec’h eus bet degaset traezoù pinvidik. An traezoù kaerañ a ginniger hiziv er Mirdi Istor, hervez un hentad kronologel.

Regard sur les cadres au musée

Un bilan sanitaire des cadres des œuvres du musée est actuellement en cours. Un spécialiste nous livre son regard sur ces objets bien souvent minorés. Interview avec Damien Lepage, restaurateur, spécialiste des cadres et dorures et Sophie, régisseuse des œuvres qui encadre ce travail.

Regard sur les cadres du musée

Diskouezadeg - Ag ar furchadeg d'ar mirdi

He fal eo taolenniñ hentad an traezoù daet ag ar furchadegoù arkeologel betek o c’hinnig d’an dud. Get al labourioù kaset da benn bep blez e vez diskoachet aspadennoù arkeologel, test ag un istor div wezh mil blez ha lakaet e vez traezoù kozh stank àr wel. Goude o studiiñ eo tonket kalz anezhe da voned a-barzh dastumadoù ar mirdi.

    En diskouezadeg-mañ e vo kinniget traezoù heverk a za a deir lec’hienn arkeologel furchet e Gwened en dekvloaziadoù diwezhañ ha roet da Kêr e 2010 :

    • Ur puñs galian-ha-roman, e straed ar Marichal Leclerc (kalz a briajoù, en o mesk daou bicher didorr, un dablezenn skriviñ e koad);
    • aspadennoù ag ar benniliz, e boulouard ar Peoc’h (meur a gant tamm ag ur freskenn- livet a yae panelloù flamm o livioù d’o ober – ruz, du, okr, gwer…);
    • kouent krennamzerel karmezidi ha karmezezed Bodon (listri ha traezoù ag ar vuhez pemdeziek, elfennoù kinkladurioù, traezoù bez).

    Dastumad ragistor hag arkeologiezh

    Hervez un hentad kronologel, ag ar Paleolitik betek ar mare galian-ha-roman e c’heller gwelet oc’hpenn 700 traezenn hor c’has àr roudoù sevenadurezhioù kozh o deus merket ar Mor-Bihan ha Breizh.

    Dastumad ragistor hag arkeologiezh

    An hollad heverkañ hag an hini nemetañ pe dost e Frañs eo traezoù bez an Neolitik, deiziadet a 4000 blez a-raok hon oadvezh, a za ag ar savadurioù meurvaenek bras ag arvor ar Mor-Bihan : Krugell Sant Mikael hag ar Voustoer e Karnag, Mane ar C'hroueg e Lokmaria-Kaer ha Tumieg en Arzhon-Rewiz. Meur a gant bouc'hal levnet hag e karregadoù rouez (jadeit, variskit…) ha podoù a bep seurt zo en traezoù bez.

    En un eil sal, gouestlet d’ar C’hent Istor, e kinniger fiziadoù a bep seurt a draezoù metalek (armoù, binvioù, bravigoù), a oadvezh an arem. Anv zo dreist-holl ag ul lod troioù-brec’h fetis get kinkladurioù mentoniel asket, dizoloet e Begnen. Traezoù pouezus ag oadvezh an houarn a za da glokaat an hentad (goustilh a Giberen, bouc'hilli-lagadek ag Arvorig, staterioù wenet en argant hag en aour, mein-sav galian).

    En un armel-wer emañ an traezoù bez dizoloet e bezioù ar briñsed er Bonoù : troioù-brec’h arem stank, jarloù e pri poazh ha dreist-holl ur billig etruskat hag ur situla mod Ticino, daou lestr dibar en arem hep o far e kornôg Breizh…

    En ur sal diwezhañ e kinniger traezoù galian-ha-roman stank a za a furchadegoù graet e tolpad Gwened hag an trowardroioù. Diskouez a reont razh arvezioù ar vuhez pemdeziek, evel al listri hag an añforennoù, ar binvioù en arem hag en houarn, ar gwererezh, ar bragerizoù, ar c’hinkliñ savadurioù, ar moneizoù.

    Evit ar Ragistor, krogiñ a ra an dra-se get binvioù kentidik, anvet bili kempennet e kailhastrennoù benet 450 000 blez (lec’hienn Sant Kloman e Karnag). Donet a ra un nebeud troioù-gouzoug kregin ag ur veredeg diskoachet àr Edig, testoù diwezhañ ag ur gevredigezh chaseourion-kutuilherion.

    Service rattaché

    Musée d'Histoire et d'archéologie, Château Gaillard

    2 rue Noé Vannes

    Élu rattaché

    Fabien LE GUERNEVÉ
    Fabien LE GUERNEVÉ
    Premier Maire-adjoint en charge de la culture et patrimoine