Skip to main content

Lec'hioù liesdegemer

C'hwi a glask ur feson diwall aes ober getañ, doc'h ho c'hoant, evit ho krouadur edan 4 blez ? 1, 2, 3... pe 5 devezh ar sizhun ? Evidoc'h-c'hwi emañ graet ar lec'hioù liesdegemer.

Evit gwalc'hiñ an dud ag o doberoù en deus Ti-kêr Gwened meur a framm dishañval o eurioù digoriñ ha degemer.

Ur monet en-dro aes ober getañ Er lec'hioù liesdegemer e c’heller ober àr-dro ho pugel:

  • ingal pe ur wezh an amzer, hag en ur feson
  • kemm-digemm doc'h ho c'hoant (2 eurvezh d'ar bihanañ, betek an deiz-pad)

Ur skipailh arbennigourion a-vicher A-hed an deiz e ra ur skipailh tud a-vicher, get grad-vat ho tiegezh, àr-dro ho krouadur : babigourion, desaverion bugaligoù, eilbabigourion, implijidi servij. A bep sort abadennoù a lusk-dilusk e zevezh, graet diàr ar raktres desevel, ha jaojet doc'h e oad hag e gresk. Tamm-ha-tamm e tigor en ur em gavet get bugale arall, hag en ur gemer perzh e obererezhioù renet pe pas.

Un degemer doc'h ar c'hrouadur e-unan, ha diàr ur raktres desevel Ur wezh ma vo en e aez e vo personelaet degemer ho krouadur. Evel-se e c'hello bout broudet trema an emrenerezh, en ur roiñ tro dezhañ d'em sevel e-unan diàr e endro, é astenn e bersonelezh hag e zarempredoù get ar re arall (bugale ha tud vras).

Ur lec'h hag obererezhioù a-feson evit ma vo ar vugale en o bleud Empentet hag aozet eo bet diabarzh an ti evit ma jaojo degemer ha labour ar skipailh doc'h divorfiliñ ar re vihan. Doc'h oad ar vugale ec'h eus kinniget abadennoù, kaset get ar skipailh pe get tud diavaez (babigoù lennerion, sonerion...). Gellet a reont ivez gober o mad ag ar lec’hioù àr-dro (marc'had, liorzh-kêr...) hag ag ar frammoù diavaez (mediaoueg, arvestoù...) en ur gas ar vugale da eno.

Maraîchage bio dans les crèches municipales

Enskriviñ ma c'hrouadur

Evit sevel ho teuliad

  • Goulenn emgav evit ragenskriviñ pe goulenn titouroù get ar sekretourva bugaligoù : Kreizenn Victor Hugo – 22 straed Victor Hugo - 02 97 01 65 16 / 02 97 01 65 15. preinscription.ma@mairie-vannes.fr Da enrolliñ hag analiziñ ho koulenn e vo un tolp genoc'h, kent krouiñ ho teuliad melestradurel.

  • Ho pabig da-zonet a vo ret kadarnaat e c'hanedigezh evit ma c'hello ho teuliad bout studiet get ar bodad. Kevratelet e vo an amzer diwallerezh, ha doc’h ho korvoderioù e vo jedet ar priz.

Kavout ur plas Ingal em dolp ur bodad deroiñ ennañ : an eilmaer e-karg ag ar vugaligoù, ar genurzhierez bugaligoù, ar renerezed lec'hioù liesdegemer. Ar lec'hioù liesdegemer zo digor da-gentañ penn : d'an tiegezhioù é chom e Gwened, d'an dud é labourat, doc'h an deiziad ragenskriviñ. Àr un dro eo a-bouez d'ar bodad :

  • gober doc'h ar goulenn hag ar plasoù a chom
  • tolpiñ breudeur ha c'hoarezed
  • studiiñ ar plegennoù dibar (tiegezhioù unkar, tiegezhioù ma’z eus un namm ...)

Gober anaoudegezh get ar lec'hioù liesdegemer

Élue rattachée

Christine PENHOUËT
Christine PENHOUËT
Maire-adjointe en charge de la famille, de l'enfance, de l'éducation et de la jeunesse