Skip to main content

Mirdi Istor hag Arkeologiezh, Kastell

Fermeture du musée d’histoire et d’archéologie, Château Gaillard pour travaux.

Istor al lec'h

E-kreiz demeurañs koshañ Gwened, anvet Kastell Gailhard, emañ ar mirdi Istor hag Arkeologiezh.

Un annez kêr ag ar grennamzer eo. Savet e oa bet get Yann a Valastred, kañseller dug Yann V a Vreizh (1408-1442), àr un dachenn a oa bet perc’hennet get un den anvet Gailhard Tournemine. Avaze e ta anv ar c’hastell. E 1457 e prenas an dug Pêr II ar savadur da dalvout da lez-breutaat evit Breujoù Breizh ha da zemeurañs evit o frezidant.

Kelennadurezh sevenadurel

Krouiñ a ra servij mirdioù-glad kêr Gwened abadennoù pedagogel liessort evit ar gelennerion.

Kevelerion ar mirdi

Kevredigezh liesdiskiblezh ar Mor-Bihan

Kevredigezh liesdiskiblezh ar Mor-Bihan zo unan ag ar c’hevredigezhioù gouiziek koshañ a Vreizh, diazezet e Gwened e 1826. Abaoe an deroù eo he fal kas ar ouziegezh àr-raok e tiriad ar Mor-Bihan ha pelloc’h, d’he skigniñ.

En deroù he doa savet un dastumad bras-bras, àr-dro 4000 traezenn ennañ, en o mesk traezoù arkeologel, loened naturalet, traezoù douarouriezh ha kement a draoù arall hag a voe roet geti e donezon da di-kêr Gwened e miz Kerzu 2019. Abaoe 1912 e kinniger ul lodenn ag an dastumad-se e mirdi an Istor hag an Arkeologiezh, Kastell Gailhard.

Perzh a gemer Kevredigezh liesdiskiblezh ar Mor-Bihan, kevelerez pennañ ar mirdi, e kenembann katalogoù diskouezadegoù. Bep miz e kinnig prezegennoù, ec’h aoz troiadoù, e ro monedoù a-barzh digoust da virdioù Gwened, da virdi ar Ragistor e Karnag. Roiñ a ra tro ivez d’hec’h izili da denniñ o mad ag ul levraoueg meurdezus he dalc’had a-fet glad.

Titouroù pleustrek

Monedusted

  • Ne c’hell ket an dud dalc’het en o c’herzhed monet er mirdi

Eurioù

  • Hañv Mirdi digor bemdez, deizioù-gouel hag arall, ag ar 1añ a viz Mezheven betek an 30 a viz Kerzu eus 1e30 gm da 6e gm.
  • E-maez koulzad Digor d’ar strolladoù get ma vo miret plasoù

Tarifs

  • Gratuité jusqu’à 25 ans
  • Saison estivale Du 1er juin au 30 septembre Accès couplé musée des beaux-arts et musée d’histoire et d’archéologie, en période estivale :  Plein tarif 7 € / Tarif réduit 5 € / Tarif groupe (+ de 10 personnes, sans guide-conférencier) 5€ Accès à un seul musée : Plein tarif 5€/Tarif réduit 3€/ Tarif groupe (+ de 10 personnes, sans guide-conférencier) 3€
  • Hors saison estivale Ouverture exceptionnelle pour les groupes sur réservation. Tarif : 7€ Tarif conférence : l'entrée au musée et la conférence : 5 € / 3 € Pass musée : 14 € valable un an, entrées illimitées, entrée valable pour les deux musées

Service rattaché

Musée d'Histoire et d'archéologie, Château Gaillard

2 rue Noé Vannes

Élu rattaché

Fabien LE GUERNEVÉ
Fabien LE GUERNEVÉ
Premier Maire-adjoint en charge de la culture et patrimoine