E-kreiz demeurañs koshañ Gwened, anvet Kastell Gailhard, emañ ar mirdi Istor hag Arkeologiezh.
Un annez kêr ag ar grennamzer eo. Savet e oa bet get Yann a Valastred, kañseller dug Yann V a Vreizh (1408-1442), àr un dachenn a oa bet perc’hennet get un den anvet Gailhard Tournemine. Avaze e ta anv ar c’hastell. E 1457 e prenas an dug Pêr II ar savadur da dalvout da lez-breutaat evit Breujoù Breizh ha da zemeurañs evit o frezidant.
Kevredigezh liesdiskiblezh ar Mor-Bihan zo unan ag ar c’hevredigezhioù gouiziek koshañ a Vreizh, diazezet e Gwened e 1826. Abaoe an deroù eo he fal kas ar ouziegezh àr-raok e tiriad ar Mor-Bihan ha pelloc’h, d’he skigniñ.
En deroù he doa savet un dastumad bras-bras, àr-dro 4000 traezenn ennañ, en o mesk traezoù arkeologel, loened naturalet, traezoù douarouriezh ha kement a draoù arall hag a voe roet geti e donezon da di-kêr Gwened e miz Kerzu 2019. Abaoe 1912 e kinniger ul lodenn ag an dastumad-se e mirdi an Istor hag an Arkeologiezh, Kastell Gailhard.
Perzh a gemer Kevredigezh liesdiskiblezh ar Mor-Bihan, kevelerez pennañ ar mirdi, e kenembann katalogoù diskouezadegoù. Bep miz e kinnig prezegennoù, ec’h aoz troiadoù, e ro monedoù a-barzh digoust da virdioù Gwened, da virdi ar Ragistor e Karnag. Roiñ a ra tro ivez d’hec’h izili da denniñ o mad ag ul levraoueg meurdezus he dalc’had a-fet glad.
Ne c’hell ket an dud dalc’het en o c’herzhed monet er mirdi
Eurioù
Hañv
Mirdi digor bemdez, deizioù-gouel hag arall, ag ar 1añ a viz Mezheven betek an 30 a viz Kerzu eus 1e30 gm da 6e gm.
E-maez koulzad
Digor d’ar strolladoù get ma vo miret plasoù
Tarifs
Gratuité jusqu’à 25 ans
Saison estivale
Du 1er juin au 30 septembre
Accès couplé musée des beaux-arts et musée d’histoire et d’archéologie, en période estivale :
Plein tarif 7 € / Tarif réduit 5 € / Tarif groupe (+ de 10 personnes, sans guide-conférencier) 5€
Accès à un seul musée : Plein tarif 5€/Tarif réduit 3€/ Tarif groupe (+ de 10 personnes, sans guide-conférencier) 3€
Hors saison estivale
Ouverture exceptionnelle pour les groupes sur réservation. Tarif : 7€
Tarif conférence : l'entrée au musée et la conférence : 5 € / 3 €
Pass musée : 14 € valable un an, entrées illimitées, entrée valable pour les deux musées
Service rattaché
Musée d'Histoire et d'archéologie, Château Gaillard