Dastumadoù pad ar mirdioù a ya d’ober hêrezh ar c’hantvedoù tremenet. Livadurioù, traezoù arz kinkliñ, pezhioù arkeologel pe dibarderioù ag an natur : an holladoù puilh ha liessort a ya d’ober ar glad boutin a zo kefridi ar mirdioù o zreuzkas d’ar remziadoù da zonet.
An dastumadoù-se, madoù danvezel ha memor dec’h anezhe, eo an dachenn a labour an istorourion àrni evit un doare taolenniñ adpriziet dibaouez. Get an enklaskoù arkeologel kaset en-dro er Mor-Bihan abaoe an 19vet kantved ec’h eus bet degaset traezoù pinvidik. An traezoù kaerañ a ginniger hiziv er Mirdi Istor, hervez un hentad kronologel.
iframe
Service rattaché
Élu rattaché

Fabien LE GUERNEVÉ
Premier Maire-adjoint en charge de la culture et patrimoine