Oc’hpenn bout ur gêr arz hag istoer ma c’hell an annezidi bourriñ ag un endro krennamzerel dibar hag ur porzh-bageal digor àr ar Mor Bihan, Gwened zo ivez « ur gêr liorzh » enoret get 4 bleunienn al label kêr bokedet, get Priz Bras Broadel ar Bleuniadur ha get krouidigezh Ti an Natur.
An Ti-kêr a vroud Gwenediz da vokediñ o c’hêr ivez en ur ginnig dezhe kemer perzh bep blez e kenstrivadeg an tier bokedet er gumun.
Lieux pour se ressourcer
Ha gouiet a rit ec’h eus ul lec’h pourmen pe diskuizhiñ damdost d’ho lec’h labour pe annez ?
Parkoù, liorzhoù, skwarioù, tachadoù glas, lec’hiennoù natur, minotennoù bale ha tachennoù-c’hoari zo kinniget deoc’h evit brasañ plijadur an holl.