Skip to main content

DISKLÊRIIÑ UR MARV

Rendez-vous obligatoire pour une déclaration de décès auprès de l'état civil : 02 97 01 61 60.

Disklêriiñ ur marv zo un difrae a rank bout graet e ti-kêr al lec’h mervel, e-pad ar 24 euriad àr-lerc’h m’eo bet stadet marv an den.
Ret-holl eo an difrae-se

AR PEZHIOÙ DA BOURCHAS

An den a zisklêr ar marv a rank monet d’an ti-kêr get an teulioù-mañ :

  • E deul-anaout
  • Ma c’hell en ober, an testeni a varv roet get ar mezeg, ar gomiseriezh-polis pe an archeriezh.
  • Kement teul (ma vez teulioù getañ) a sell ouzh identelezh an den tremenet (levrig familh, teul-anaout, pe akta ganedigezh da skouer).

Servij Marilh ar Boblañs

  • Ag al Lun d’ar Gwener a 8e15 da 12e15 hag a 1e15 da 5e
  • D’ar Sadorn vintin a 9e da 12e
  • 02 97 01 60 00

GOULENN UN EILSKRID A BAPER-MORTUAJ

Un eilskrid klok pe ur paper-mortuaj a c’hell bout roet da nep den a ra an difrae-se. An difraeoù evit e gaout zo hrevez al lec’h mervel.
Digoust int.

Grit kentoc’h get furmskridoù enlinenn, mar plij

Gellout a rit ober ar goulenn enlinen

Ma ne c’helit ket ober ho tifrae enlinenn

Titouroù pleustrek : 

Evit bout mat eo arabat d’an teul-se bout luc’heilet pe skannet ha rankout a ra bout 3 miz kozh d’ar muiañ, kuit a vout distaolet get an aozadur goulenner.

Service rattaché

État civil

7, rue Joseph Le Brix Vannes
Lundi-vendredi 8h15 à 12h15 et de 13h15 à 17h - Samedi matin de 09h à 12h (sur RDV) - Fermé au public les jeudis après-midis

Élue rattachée

Monique JEAN
Monique JEAN
Maire-adjointe en charge de la sécurité, de la tranquillité publique et de la citoyenneté