KELEIER
Dilennadeg Prezidant ar Republik e 2022
-
D’ar Sulioù 10 ha 24 a viz Ebrel 2022 e vo an dilennadegoù a za.
EM ENSKRIVIÑ ÀR ROLL AN DILENNERION
Evit em enskriviñ àr roll an dilennerion e c’hellit em ginnig en ti-kêr get ar pezhioù meneget amañ a-is :
- Kartenn-anv pe paseporzh e talvoud
- Prouenn annez tri miz kozh d’ar muiañ (fakturenn dour, gaz, tredan pe pellgomzer diloc’h). Ne vez ket degemeret fakturennoù ar pellgomzerioù hezoug.
- CERFA niv. 12669*02 klokaet evel m’eo dleet
Titouroù
Difrae heñvel-mik evit an dilennerion a zo é chom e Gwened met n’emaint ket mui é chom er memes lec’h e Gwened. Enskrivet e vint e burev votiñ o c’harter neuze.
Da notenniñ : kemenn adkas ar post ne dalv ket evit lizheroù an dilennerion a vez adkaset bep taol d’an ti-kêr get ar Post.
VOTIÑ DRE C'HALLOUDEGADUR
An dilennerion ne vint ket e Gwened da zeiz an dilennadegoù pe a zo divarrek da vonet da votiñ, a c’hell votiñ dre c’halloudegadur.
Teulioù da bourchas :
- Un teul-anaout,
- Daveennoù al leuriad pe al leuriadez (anv, anvioù-bihan, deiziad ha lec’h ganedigezh, chomlec’h).
Titouroù:
Al leuriad pe al leuriadez a ranko bout dilenner pe dilennerez e Gwened dre ret. Ur galloudegadur hepken a vo roet dre leuriad pe dre leuriadez (daou m’eo bet savet ar galloudegadur en estrenvro).
LAKAAT REIZHAÑ UR FAZI ÀR MA C’HARTENN-ANV
- Ma’z oc’h ganet e Frañs, àr-bouez Kaledonia-Nevez ha Wallis-ha-Futuna,
e rankit gober ho koulenn difaziiñ get ar servij enlinenn a zo el lec’hienn service-public.fr.
- Ma’z oc’h ganet en estrenvro, e Kaledonia-Nevez pe e Wallis-ha-Futuna
e rankit sevel ho koulenn difaziiñ ouzh servij dilennadegoù ho kumun enskriviñ evit ma vo kaset d’an EBSSA (Ensavadur broadel ar stadegoù hag ar studioù armerzhel) Ne c’hell bout graet cheñchamant ebet àr-eeun e marilh ar boblañs get servij an dilennadegoù.
Frañsez oc’h ha staliet oc’h e-maez Frañs
Abaoe ar 1añ a viz Genver 2019 ne c’hall ket mui ar Frañsizion staliet e-maez Frañs bout enskrivet àr ur roll koñsulel ag an dilennerion (mouezhiadegoù broadel evit votiñ en dilennadegoù evit an tier-kêr, en dilennadegoù-departamant, en dilennadegoù-rannvro) hag àr roll dilennerion ur gumun frañsez àr un dro. Ma n’o doa ket choazet, a-raok an 31 a viz Meurzh 2019 ar roll m’o doa c’hoant da chom enskrivet e vint diverket bep taol diàr roll dilennerion ar gumun hag enskrivet e vint eta àr ar roll koñsulel.
Service rattaché
Service Élections
Élue rattachée
