Skip to main content

Marc'hadoù publik

Bep blez e vez lañset àr-dro 100 enklaskadenn get Ti-kêr Gwened (da lavaret eo 2 bep sizhun dre vras), hag a vez embannet en a-raok, ha lakaet e vez keveziñ hervez ar reolennoù a sell doc’h ar marc’hadoù publik.

Pellgarget e vez an teulioù-se àr-dro 1700 gwezh a-hed ar blez get ar stalioù a ya àr ar renk. Sellet a ra ar marc’hadoù publik doc’h labourioù, prenadennoù, servijoù pe pourchasoù kefredel.

Ar savenn Mégalis Breizh

DIZANVEZELIÑ AR MARC’HADOÙ

Gellout a reer pellgargiñ razh ar marc’hadoù get Ti-kêr Gwened en ur mod elektronek (hep kas dre ar post) diàr ar savenn MEGALIS. Ret eo reiñ ho postel evit bout kelaouet mar bez un dra bennak nevez liammet doc’h an enklaskadenn (cheñchamant pezhioù, cheñchet an deiz evit respont, goulennoù-respontoù get ar stalioù a zo àr ar renk…).

Service rattaché

Marchés Publics

Place Maurice Marchais 56000 Vannes

Élu rattaché

Gérard THÉPAUT
Gérard THÉPAUT
Maire-adjoint en charge du climat, biodiversité, finances et transformation numérique