Skip to main content

Diellaoueg-kêr

Pezhioù glad hep o far zo e Gwened, en o mesk emañ an Diellaoueg-kêr. Krouet e oa bet ur gwir servij istor gant an Ti-kêr e 1976 a-gaoz da Wenediz da c’hellout kavout mammennoù orinel istor ar gêr m’int é chom.

 

Roll an diellaoueg-kêr

Karget eo ar servij-mañ da zastum, da zibab, da renkiñ, da virout ha da bourveziñ dielloù produet get servijoù ar gumun. Gober a ra ivez àr-dro dielloù prevez bet prenet, roet pe legadet deomp, pe fiziet ennomp.

 

Kement-se zo teñzorioù hag a zo bet tolpet evit memor hor c’hêr hag emañ ret d’an Diellaoueg-kêr o lakaat àr wel : sevel diskouezadegoù, embann labourioù istorel, aoziñ prezegennoù hag atalieroù istor evit ar skolioù… Renket e vez an dielloù e meur a zastumad (an dielloù produet pe resevet get ur servij melestradurel bennak, un aozadur, ur stal, un den).

E-barzh pep dastumad emañ tolpet an dielloù dre rummad, hervez ar mod a vez implijet get razh an diellaouegoù-kêr e Frañs, pe tolpet e vezont dre zegasadenn pa vez dielloù ag an amzer a vremañ. Merket eo ar rummadoù get pep a lizherenn ha gellout a reont bout rannet en isrummadoù.

Dober ho peus dielloù

Evit goulenn kavout dielloù pe monet d’an Diellaoueg-kêr, galvit an niv. 02 97 01 62 50 pe kasit ur postel da  archives@mairie-vannes.fr

Service rattaché

Archives municipales

12 avenue St Symphorien Vannes

Élu rattaché

Fabien LE GUERNEVÉ
Fabien LE GUERNEVÉ
Premier Maire-adjoint en charge de la culture et patrimoine