Si vous souhaitez annuler ou modifier la date du rendez-vous, merci de bien vouloir en informer la mairie au 02 97 01 61 60 ou par mail à etat.civil@mairie-vannes.fr afin de libérer le créneau pour un autre usager.
Roet e vez ar Gartenn-anv diàr c’houlenn an den. Testeniiñ a ra e vroadelezh frañsez. Digoust eo hag e-pad 15 vlez emañ e talvoud.
Ar prouennoù ret evit goulenn ur gartenn-anv zo doc’h ma vezit major pe minor, ma’z eo ho koulenn kentañ pe ur goulenn adneveziñ, m’ho peus ur paseporzh (pe ma n’ho peus ket)…
Trawalc’h zo get ul luc’hskeudenn identelezh evit ar c’hartennoù-anv.
Razh ar c’houlennerion a rank bout àr al lec’h pa vez kaset an teuliad pe pa vez tapet ar gartenn-anv.
Evit an dud vajor e talv ar gartenn-anv 15 vlez abaoe ar 1añ a viz Genver 2014, n’o deus an dud tra erbet da ober.
Evit an dud vinor e talv ar gartenn-anv 10 vlez.
E-pad ur memes emgav e c’hellit kas genoc’h ur goulenn kartenn-anv hag ur goulenn paseporzh.
GOULENN PASEPORZH
Ar paseporzh zo ur goulenn monet ha donet, a brou identelezh an den. Getañ e c’heller prouiñ e identelezh hag ar vroadelezh frañsez pa vezer kontrollet en harzoù pe pa vez graet kontrolloù er broioù estren.
Si vous souhaitez annuler ou modifier la date du rendez-vous, merci de bien vouloir en informer la mairie au 02 97 01 61 60 ou par mail à etat.civil@mairie-vannes.fr afin de libérer le créneau pour un autre usager.
Ar prouennoù ret evit goulenn ur paseporzh zo doc’h saviad an dud : major pe vinor, goulenn kentañ pe goulenn adneveziñ…
E pep degouezh e ranker pourchas ul luc’hskeudenn, ur brouenn annez hag un timbr kemedel.
Gellout a rit preniñ ho timbroù kemedel : enlinenn e timbres.impots.gouv.fr, e ti ur marc’hadour-butun pe pa vezit o sevel ho rakgoulenn. E Frañs emañ an timbr kemedel e 86 € evit ur major, e 42 € evit ur minor ouzhpenn 15 vlez hag e 17€ evit ur minor edan 15 vlez.
Razh ar c’houlennerion a rank bout àr al lec’h pa vez kaset an teuliad pe pa vez tapet ar paseporzh.
Evit ar vinored : ret eo bout àr al lec’h pa vez kaset an teuliad. N’eus nemet ar vinored ouzhpenn 12 vlez hag a rank bout àr al lec’h pa vez tapet ar paseporzh (louc’hoù).
E-pad ur memes emgav e c’hellit kas genoc’h ur goulenn kartenn-anv hag ur goulenn paseporzh.