Da-geñver ar garta europat evit an ingalded etre ar maouezed hag ar baotred er vuhez lec’hel e oa bet termenet ur steuñv oberoù get ar c’huzl-kêr d’ar 4 a viz C’hwevrer 2019, 5 ahel ennañ :
- Ahel 1 : Stourm doc’h ar stereotipoù
 - Ahel 2 : Broudiñ ar c’hemmesk
 - Ahel 3 : Stourm doc’h ar feulster revel ha revelour
 - Ahel 4 : Broudiñ d’ober traoù evit gwirioù ar maouezed hag an ingalded etre ar maouezed hag ar baotred
 - Ahel 5 : Gober doc’h ma vo kempouezet ar vuhez etre mare al labour ha mare ar vuhez personel.