Skip to main content

GANEDIGEZH

DISKLÊRIADUR UR C’HANEDIGEZH

Toutes les déclarations de naissance se font uniquement sur rendez-vous auprès du service état civil.
Pour prendre rdv : 02 97 01 61 60

Ret eo disklêriiñ ganedigezh razh ar vugale. Rankout a ra bout graet get un den en deus gwelet ar vamm é wilioudiñ. Get an disklêriadur-se e c’heller sevel an akta-ganedigezh.

AR PEZHIOÙ DA BOURCHAS

  • Testeni ar mezeg pe an amiegez
  • Kartenn-anv ar gerent
  • Al levrig familh evit enskriviñ ar bugel ennañ, ma vez ul levrig familh get ar gerent dija
  • Disklêriadur an anv choazet evit ur bugel ma ra ar gerent an difrae-se
  • An akta-ganedigezh m’eo bet savet a-raok ar c’hanedigezh
  • Ur brouenn annez (pe chomadenn) 3 miz kozh d’ar muiañ ma n’eo ket bet anavet ar bugel c’hoazh.

Servij Marilh ar Boblañs

  • Ag al Lun d’ar Gwener a 8e15 da 12e15 hag a 1e15 da 5e
  • Sadorn vintin a 9e da 12e
  • 02 97 01 60 00

GOULENN UN EILSKRID AG UN AKTA-GANEDIGEZH

Diàr un akta ganedigezh e c’heller roiñ 3 zeul dishañval : un eilskrid klok, ur paper meneget ar maberezh àrnañ hag ur paper hep ar maberezh meneget àrnañ. An divizoù roiñ zo hrevez natur an teul a c’houlennit. An difrae evit e gaout a cheñch hervez lec’h-ganedigezh an den a sell an akta outañ.

Digoust eo an difrae

Grit kentoc’h get furmskridoù enlinenn, mar plij

Gellout a rit ober ar goulenn enlinenn

Ma ne c’helit ket ober ho tifrae enlinenn

Titouroù pleustrek :

Evit bout mat eo arabat d’an teul-se bout luc’heilet pe skannet ha rankout a ra bout 3 miz kozh d’ar muiañ, kuit a vout distaolet get an aozadur goulenner. 

Service rattaché

État civil

7, rue Joseph Le Brix Vannes
Lundi-vendredi 8h15 à 12h15 et de 13h15 à 17h - Fermé au public les jeudis après-midi et les samedis matin (sauf CNI-passeport sur rendez-vous)

Élue rattachée

Monique JEAN
Monique JEAN
Maire-adjointe en charge de la sécurité, de la tranquillité publique et de la citoyenneté