Skip to main content

Parkiñ

Kêr Gwened a ginnig deoc’h ur c’hinnig parkiñ e pep lec’h e kêr, evit aesaat ho puhez pemdez. Ne vern perak oc’h daet da Wened e kavoc’h ur c’hinnig plasoù parkiñ berr, krenn, hir o fad doc’h hoc’h ezhommoù.

Ar parkiñ e Gwened a dalvez kement ha  :

  • 700 plas parkiñ digoust (Nazared, Palez an Arzoù, Sant-Jozeb, Kabusined…).
  • 1 800 plas parkiñ da baeiñ àr hentoù
  • 2 000 plas parkiñ da baeiñ (Porzh, Kreiz-kêr, Republik, Kreac’h…)

Takadoù ha prizioù parkiñ

  • 15 min digoust evit razh an dud Ag ar gwellañ evit ur gefridi brim, e razh karterioù kêr. Da lakaat da dalvout get un tiked eurdeizier pe ar bladenn c’hlas « kardeurvezh digoust ».
  • 45 min digoust e-kreizig-kreiz kêr Aes eo monet dezhe, a-dreñv Kovu al Lisoù, ar plasoù parkiñ-se a-hed ar ramparzhioù a ro tro deoc’h da breniñ traoù er stalioù-kenwerzh tro-dro da blasenn al Lisoù hag er straedoù-kerzhet tro-àr-dro.
  • 2e d’ar muiañ en takad ruz A-feson evit un abadenn staliaoua pe un emgav e-kreizig-kreiz kêr – Prizioù : 1.20€/e.
  • 4e d’ar muiañ en takad melen Peadra da zizoleiñ kêr, tremen un nebeud euvezhioù enni evit ar blijadur, evit emgavioù micherel, ha kement zo… Prizioù : 1.20€/e.
  • 5e d’ar muiañ en takad gwer Tud oberiant, kenwerzherion… Ag ar gwellañ eo an takad-se evidoc’h. Prizioù : 0.40€/e.
  • Didermen Ar parklec’hioù e savadurioù e kêr a-bezh (Kreiz-kêr, Republik, Porzh…), a c’hellit parkiñ o c’hirri àrne.
  • Digoust Evit parkiñ ho kirri digoust e c’hallit monet àr parklec’hioù Nazared, Kreac’h, Palez an Arzoù, S.-Jozeb ha Kabusined.

Titouroù pleustrek

  • Digoust eo ar parkiñ miret evit an dud dalc’het en o c’herzhed er straedoù hag er parklec’hioù meret gant kêr. Get diskouez ho kartenn barkiñ europat. Evit gouiet hiroc’h
  • Ma ne zoujit ket da baemant ho pad parkiñ en eurdeizier e vo lakaet un tell-gastiz a 24€ da dalvout (anvet TGP* d’ar 1añ a viz Genver 2018).

* TGP : treziad goudeparkiñ

Koumanantoù

Tud a veaj get an tren, é chom e-maez Gwened, é labourat e Gwened… e c’hellit endevout ur c’houmanant miziek en takad gwer, aes ha marc’had-mat. Priz ar c’houmanant, da skouer, en takad gwer : 25€ ar miz

Tud é chom e takad ar gar evit ur c’houmanant bloaziek

Da reneveziñ bep blez d’an deiziad termen.

Prizioù annezidi takad ar Gar

  • 1 c’harr : 30 € ar blez
  • 2 garr : 75 € ar blez

Pezhioù da bourchas evit endevout ur makaroñs evit annezidi takad ar Gar

  • kartenn c’hris ar c’harr pe ar c’hirri
  • ur brouenn annez (kemenn taos àr al lojeiz pe kevrat feurmiñ pe kevrat akuizitiñ evit an dud nevez-arruet)

Kinnigoù evit ar garteridi

Mard oc’h karteridi Kêr ho laka da denniñ ho mad ag ur priz a-ratozh evit ar straedoù tostañ d’ho ti-annez. Evel-se e c’hellit parkiñ ho karr hanter hiroc’h, evit ur priz hanter varc’had-matoc’h !

  • Darempred : Burev degemer ar polis-kêr - Ti-kêr - monet a-barzh dre ar straed Hoche.

Donet get prouennoù (kartenn c’hris ar c’harr pe ar c’hirri) hag ur brouenn annez (kemenn taos àr al lojeiz pe kevrat feurmiñ pe kevrat akuizitiñ evit an dud nevez-arruet)

Kirri Ekologel

Kêr Gwened a brof deoc’h 1 euriad hanter parkiñ DIGOUST àr an hent m’ho peus ur c’harbed GNK (Gaz Naturel evit Karbedoù), ur c’harbed tredan, ur c’harbed dre geflusker hiron, ur c’harbed fleksfioul E85, ur c’harbed ha n’eo ket 3 metr hed, é tilaoskiñ nebeutoc’h eget 120g/km a CO2, ur c’harbed GTL (gaz tireoul liñvennet), pe ma kenlodit ho karbed (anavet evel m’eo dleet).

Evit tenniñ ho mad ag ar parkiñ digoust-se ec’h eo trawalc’h deoc’h lakaat ar bladenn wer-se àr werenn-dal ho karr, d’an eur ma’z oc’h arruet àr ar plas parkiñ. Prouennoù da bourchas d’ar Polis-kêr (en Ti-kêr dre ar straed Hoche) : Kartenn c’hris ha kemenn taos àr al lojeiz.

Hervez diferadurioù ar mellad L 2213-6 a Zezveg hollek ar strollegezhioù tiriadel eo ezel Kêr Gwened ag ar gevredigezh kirri ekologel.

Parklec'hioù

Parkiñ

      QPARk  

      Service rattaché

      Service Gestion du domaine public

      7 rue Joseph Le Brix Vannes

      Police Municipale

      Élu rattaché

      François ARS
      François ARS
      Maire-adjoint en charge des espaces publics et de la mobilités urbaines