Ar c’houlzad skoaziadennoù d’ar c’hevredigezhioù zo oc’h emdroiñ.
Evit gwellaat an doare da gas pe d’ober àr-dro ho koulennoù skoaziadennoù ec’h eus bet savet ur servij nevez enlinenn. Ne vern pe natur e vehe ho koulenn : skoaziadenn monet en-dro – ordinal pe dreistordinal– pe skoaziadenn evit an aveiñ, e rankit bremañ kas ho koulenn skoaziadenn enlinenn hepken dre ar bellfurmskrid « Kevredigezhioù – Goulennoù skoaziadennoù ».
- Get ar skoaziadenn ordinal e c’heller argantaouiñ mererezh standur ha hollek ho kevredigezh, hervez he fal sokial.
- Get ar skoaziadenn dreistordinal e c’heller argantaouiñ un ober pe ur raktres dibar douget get ho kevredigezh. Ne c’hell ket ar skoaziadenn lakaet evit an ober-se pe ar raktres-se bout implijet evit oberoù arall ag ar gevredigezh. Rankout a ra ar gevredigezh prouiñ ec’h eo bet implijet ar skoaziadenn-se evit ar raktres skoazellet.
- Get ar skoaziadenn evit an aveiñ e c’heller sikour argantaouiñ madoù aveiñ ar gevredigezh (preniñ arrebeuri, dafar sport…).
Service rattaché
Élue rattachée

Latifa BAKHTOUS
Maire-adjointe en charge de la vie associative et la démocratie participative