Skip to main content

Gwened àr velo

Aes eo gober get ar velo e kêr, ne saotr ket, aes eo he farkiñ, em virout geti doc’h stankadegoù… Sed aze kement a spletoù a ra ur gompagnunez dibar anezhi evit monet ha donet, hag ur gevelerez efedus evit ho yec’hed ! Na chomit ket etre daou soñj ken, degemerit an doare dilec’hiiñ ekologel, didrouz ha marc’had-mat-se !

Raktresoù 2021 e Gwened

  • Krouiñ ur roudenn divrodegoù daoudu etre ar Street Park hag an Hentad Sport Yec’hed pa vo adkempennet Pourmenadenn ar Rabin.
  • Kenderc’hel da sevel porzhioù c’hweziñ ha dresiñ, àr-lerc’h an hini staliet àr ar porzh e diwezh 2020.
  • Staliiñ ur parklec’h toet kentañ evit ar beloioù e kreiz-kêr.
  • Kenderc’hel da lakaat gwaregoù. Pal 2026 : 2000 gwareg.

Bandennoù ha roudennoù divrodegoù

Terkadurioù dishañval eo ar bandennoù hag ar roudennoù divrodegoù.

Ur vandenn divrodegoù zo ul lodenn-gostez ag an hent a vez miret evit an divrodegoù pe an teirrodegoù hep keflusker hepken, koulz hag evit an ijinennoù dilec’hiiñ personel (IDP) dre dan. Lakaet e vez àr wel àr al leur get piktogrammoù hag a daolenn ur velo ha get biroù hag a ziskouez an tu tremen. Dispartiet eo ar vandenn divrodegoù doc’h an hent miret evit ar c’harbedoù dre-dan get ul linenn didroc’h pe troc’h-didroc’h, tra ken.

Ur roudenn divrodegoù zo un hent miret evit an divrodegoù pe an teirrodegoù hep keflusker koulz hag evit an ijinennoù dilec’hiiñ personel (IDP) dre dan. Met dishañval eo ar roudenn divrodegoù (untun pe daoudu) doc’h ur vandenn divrodegoù p’eo dispartiet doc’h an hent get ur vevenn, ur riblenn-straed pe ur lec’h edan leton.

Terkadurioù evit ar beloioù

Klask a ra kêr Gwened gwellaat atav ho tilec’hiadennoù àr velo hag ivez ho surentez get :

  • 59 km a roudennoù hag a vandennoù divrodegoù
  • 80 % ag ar straedoù e kêr a zo e toleadoù 20 ha 30 evit gwellaat surentez ar varc’hhouarnerion hag an dud àr droed er straedoù-annez ha hollekaat ar roudennoù daou du evit an divrodegoù.
  • Lakaat a reer ar beloioù da gavout o flas àr razh an hentoù a vez terket pe adterket.
  • Hollekaat an SASoù beloioù (takad dirak ar c’hirri evit ar beloioù er c’hroashentoù ma vez gouleier triliv) hag ar Lezel da dremen kerkent ha ma c’heller en ober er c’hroashentoù. Muioc’h a surentez evit ar varc’hhouarnerion.
  • 2 borzh c’hweziñ ha dresiñ
  • 2 000 gwareg e 2026
  • 80% ag ar gouleier triliv e kêr zo gouleier-son

Sikourioù kinniget

Ha gouiet a raec’h ?

Evit ho proudiñ d’ober get ar modoù monet ha donet doujus e ouestl Mor Bihan – Gwened Tolpad stourm a-enep laeroñsi ar beloioù. Geti e vez aozet taolioù merkiñ evit ma vo aesoc’h adroiñ ar beloioù d’o ferc’henned. Evit ar studierion e vez prestet beloioù evit netra get an etrekumunelezh e-pad ar blezad skol-veur. Sikourioù a c’heller kaout evit preniñ beloioù tredan pe c’hoazh beloioù-samm.

Élu rattaché

François ARS
François ARS
Maire-adjoint en charge des espaces publics et de la mobilités urbaines