Skip to main content

Identelezh breizh

Kreñv eo identelezh Breizh e Gwened, diàr hec’h istor, he youl da gas kelenn ar brezhoneg àr-raok ha da lakaat gizioù gwezharall da chom bev get abadennoù evel Gouelioù an Arvor (dibunadegoù tud dilhad breton gete, dañsoù Breizh lakaet àr wel, sonadegoù bagadoù...)

BAC'HADUR, le confinement des Melinerion

Daoust ha gouiet a raec'h ? 

Gwened, fleurenn dugelezh Breizh

Àr-lerc’h ar brezel hêrezh en doa graet e reuz e Breizh en eil lodenn ag ar XVvet kantved e voe choazet gant an tiegezh Moñforzh em staliiñ e Gwened.

Neuze e oa Gwened an deirvet kêr e Breizh er XVvet kantved, àr-lerc’h Naoned ha Roazhon. Enni e oa Kambr ar C’hontoù ha bodet e veze ar Stadoù enni ingal. E 1485 e voe krouet breujoù kentañ Breizh e Gwened get Frañsez II. Dalc’het e veze an emvodoù er C’hovu.

Ar gevredigezh Ti Ar Vro

Ti ar Vro Bro Gwened eo ti sevenadur Breizh e Bro Gwened.

Ti ar Vro Bro Gwened a vez kaset en-dro ha meret get ar gevredigezh Emglev Bro Gwened. Er rouedad kevredigezhioù-se ec’h eus bodet meur a oberour àr dachenn sevenadur Breizh e Bro Gwened.

Staliet eo àr dachenn 3 etrekumuniezh : Mor Bihan - Gwened Tolpad, Kistreberzh Kumuniezh ha Gwareg Su Breizh.

Kelenn Brezhoneg

Ur gwir chañs eo ar brezhoneg evit ar vugale. Evel-se e vez troet muioc’h o spered àr an ijin, lañs o dez evit ar barregezhioù spered pa vezont 4 pe 5 blez ha gober a reont berzh er skol. Seul abretoc’h e vez desket yezhoù, seul aesoc’h deskiñ danvezioù arall. Neuze ar vugale a zesko brezhoneg hag int yaouank a c’hello deskiñ aesoc’h yezhoù arall.

  • Bout e oa 334 a vugale e klasoù divyezhek er blezad-skol 2020-2021 e Gwened (er skolioù publik Roc’han, Kliskoed, er skolioù prevez Frañseza Amboaz ha Sant Gwenn, hag e Diwan), unan ag ar c’hêrioù e Breizh a zo ar muiañ a vugale enni en hentadoù divyezhek.
  • Setu ma vo Gwened ar gêr nemeti e Breizh ma vo kelennet brezhoneg dre soubidigezh ag ar vagouri d’al lise pa vo digoret ul lise Diwan enni edan berr.
  • Kentelioù brezhoneg a vez evit an dud vras ivez.

Gouelioù an arvor

E 1928 e oa bet savet Gouelioù an Arvor, ar festoù koshañ e Breizh a vez tolpet miliadoù a dud enne e-pad daou zevezh ma vez kurunennet Rouanez an Arvor d’ar 15 a viz Eost àr bazennoù an Ti-kêr.

Evit monet pelloc'h geti