Skip to main content

ISTOR AR BEREDOÙ

BERED BOISMOREAU

Bered Boismoreau eo an hini goshañ ag an div vered a Gêr Gwened. E 1792 e oa bet digoret hag e-kreiz-kêr e-kichen Lenn an Dug ha Boulouard ar Peoc’h emañ.

UN TAMM ISTOR

Bered Boismoreau zo a ziwezh an XVIIIvet kantved. E pep parrez a Wened e oa ur vered a-raok. Tachenn ar vered nevez a oa bet prenet get kêr e 1791 abalamour ma oa enk ar beredoù en-dro d’an ilizoù ha ma oa riskloù kontammiñ. En dachenn prenet d’ober park ar re varv, hag a zo àr aspadennoù kêr gozh an Impalaeriezh Uhel, e kaver kalz a zarbodoù hag a briajoù galian-ha-roman.

  • Bered Boismoreau, digoret d’ar 27 a viz C’hwevrer 1792, a oa bet benniget get eskob ar mare-se.  Àr vord boulouard ar Peoc’h emañ al lodenn goshañ ag ar vered. Buan-kenañ àr-lerc’h he c’hrouidigezh e oa bet brasaet ar vered meur a wezh. E 1899 e oa bet brasaet ar muiañ. Klotiñ a ra get lodenn uhelañ a-bezh ar vered  em astenn a Vonumant ar re Varv trema ar Pennospistal.
  • E 1968 e oa bet krouet ur c’harrezad milourel ma oa bet bodet ar soudarded marvet evit Frañs e-pad ar Brezel 1914-1918. E-kichen Monumant ar re Varv savet àr-lerc’h ar brezel 1870 emañ ar rannadur milourel-se ha kempennet e vez get ar gevredigezh « Koun Frañs ».

Da-geñver talvoudekadur ar c’hounlec’hioù e c’hellit bremañ kavout ar panelloù titouriñ a gont Istor ar soudarded e Gwened e-kreiz ar c’harrezad milourel e bered Boismoreau.

KARREZAD MILOUREL BOISMOREAU

Pa oa bet krouet un eil karrezad milourel e Gwened e 1963 e voe dizouaret ar soudarded marvet e-pad an Eil Brezel-bed a vered Boismoreau hag addouaret e karrezad milourel Kalmont.

E 1968 e tivizas ar gumun bodiñ en ur memes karrezad korfoù-marv ar soudarded marvet evit Frañs e-pad ar brezel 1914-1918. Strewet e oant amañ hag ahont e bered Boismoreau, bered koshañ ar gumun : roet e oa bet d’ar c’harrezad milourel e stumm da vat neuze. E-kichen monumant ar re marvet er brezel 1870 emañ ar rann vilourel.

Er c’harrezad milourel-se, em astenn àr 814 m², emañ korfoù 407 soudard, marvet an darn-vuiañ anezhe abalamour d’o gloazioù e-pad ar Brezel-bed kentañ : 396 Frañsez, 1 Rusian, 1 Bulgar (dasparzhet àr ar c’harrezadoù niv. 30 ha 35), ha, 9 soudard ag ar c’hCommonwealth (Saozon hag Aostralianed) marvet e-pad an Eil brezel-bed (karrezad niv.1). 272 bez peurbad a gonter er c’harrezad-se. E-mesk ar bezioù frañsez ec’h eus ur bez stroll ivez (karrez 30 renk 1, bez 12) ma repoz eizh soudard ag ar 35vet Rejimant Artilherezh, a oa marvet d’an 28 a viz Ebrel 1901 pa oa bet an tan-gwall en o c’hantonadur.

Mammennoù : OBBK Ofis Broadel ar Vrezelerien Gozh -  Ministrerezh an armeoù

BERED KALMONT

Kalz nevesoc’h eo bered Kalmont eget hini Boismoreau hag emañ a-zioc’h ar porzh trema Sine. An dachenn miret get ar gumun dres a-raok an Eil Brezel-bed a oa implijet da gentañ da zouariñ Alamaned. E 1945 e oa bet digoret bered Kalmont ent ofisiel da Wenediz.

UN TAMM ISTOR

Prenet e oa bet tachenn bered Kalmont e 1940 get an Ti-kêr abalamour ma oa lan bered Boismoreau. Get arkitektour Kêr e oa bet treset an tresoù met morse ne oa bet krouet. An Alamaned a oa daet da vout perc’henn àr ar vered hag o doa he digoret e 1942 : tres an nor-dal vras a oa bet graet gete hag ar magnolia a weler en alez pennañ a oa bet plantet gete. En deiz hiziv c’hoazh e vez anvet bered an Alamaned get an dud kozh bepred. Get an alouberion e oa bet douaret enni razh ar soudarded lazhet e Breizh a-bezh, dreist-holl e kreisteiz Breizh. Met a-raok diwezh ar brezel e vo rediet Kêr da vrasaat ar vered evit ezhommoù an drevourion. Ne oa em " zisc’hraet" bered Kalmont doc’h hec’h alouberion alaman nemet e 1961 pa oa bet kaset ar 587 korf-marv a oa enni da veredeg alaman Huisnes-sur-Mer.

  • Abaoe 1963 ec’h eus ur c’harrezad milourel e bered Kalmont, m’eo bet bodet ar soudarded marvet evit Frañs er brezel 1939-1945 ha bet douaret da gentañ penn e Boismoreau.
  • E 2012 e oa bet digoret liorzh an eñvor get an Ti-kêr evit ar familhoù en-dro d’ur maen-kañv ha d’ur foz-strewiñ bili gwenn. 

Da-geñver talvoudekadur al lec’hioù koun e c’hellit bremañ kavout ar panelloù titouriñ-se é kontiñ istor milourel Gwened e-kreizig-kreiz ar c’harrezad milourel e bered Kalmont.

KARREZAD MILOUREL KALMONT

Er c’harrezad milourel-se ec’h eus bet degemeret korfoù 118 soudard marvet e-pad an Eil Brezel-bed. Ennañ ec’h eus ivez 5 soudard marvet e-maez brezel, 1 e-pad brezel Indezsina hag 1 e-pad brezel Aljeria. 17 bez peurbad zo er c’harrezad-se.

Er penn-kentañ he doa Kêr Wened ur c’harrezad milourel e bered Boismoreau. E 1939 avat e oa krog da vankout plas. Evit taliñ ouzh an dra-se he doa prenet ar gumun un dachenn nevez met àr dreuzoù ar brezel ne oa ket bet Kêr evit kas ar raktres-se da benn. D’ar 4 a viz Du 1942 e oa bet implijet an douar-se get an Alamaned, o doa graet àr-dro digoradur ar vered.

Get an ti-kêr e oa bet resevet tresoù diget an ofisour karget ag ar bezioù brezel, diazezet en Añje, m’en doa merket penaos aoziñ ar vered. « Bered an Alamaned » pe « bered ar Boched » e veze lesanvet al lec’h-se. An Alamaned, hag o doa un douar degemer evit o re varv, a zouaras o soudarded marvet er vro ha degas a rejont korfoù-marv ar soudarded marvet er brezel 1914-1918 di. Ar 587 korf a oa chomet eno betek ma oant bet kaset da veredeg alaman Huisnes-sur-Mer e 1961.

Daou vlez diwezhatoc’h e tivizas ar gumun staliiñ ur c’harrezad milourel eno, get ar Re Varv evit Frañs e-pad an Eil Brezel-bed hag a oa douaret neuze e Boismoreau. Met ne oa ket disoñjet istor ar c’harrezad-se get an dud, ha lod anezhe a nac’he bout douaret enni. Kalz a istorioù a vehe da gontiñ a-zivout ar c’harrezad-se, evel hini ar Gwenedad Albert Kadored. Albert, a oa genidik a Gregam, a oa skoazeller er postoù e Gwened pa’z eas a-barzh Nerzhioù Frañs an diabarzh.

Toullbac’het e oa bet ha 25 blez e oa pa oa bet kaset d’ar marv e miz Gouere 1944. Skrivet eo e oa marvet d’an 2 a viz Gouere met, e gwirionez, e oa bet adkavet e gorf e-mesk ar re a oa bet fuzuilhet e Kreñvlec’h Pentevr e Sant-Pêr-Kiberen e miz Mae 1945. Albert, a oa unan ag an hanter-kant den a oa bet kaset d’ar c’hreñvlec’h evit bout fuzuilhet àr-dro an 13 a viz Gouere.
Mammennoù : OBBK Ofis Broadel ar Vrezelerien Gozh -  Ministrerezh an armeoù

ORIN AR C’HARREZAD MILOUREL

Adal diwezh ar Brezel-bed Kentañ o doa gallet familhoù ar soudarded Marvet evit Frañs choaz pe e vefe rentet ar c’horf ha lakaet en ur bez hag a zo d’ar familh, pe douaret en ur bez kempennet da viken àr goust ar Stad, hag a zo en ur veredeg vroadel pe en ur « c’harrezad milourel » a zo d’ar gumun. En tiriad a-bezh ec’h eus bet diazezet àr-dro 2 200 karrezad milourel. Get ar Stad eo gwarantet e vint kempennet àr-eeun pe dre hanterouriezh ar gumun. Plediñ a ra, asambl get an obererion lec’hel, get lakaat al lec’hioù eñvoriñ-se àr wel. Alies e vez bezioù soudarded rentet d’o familh ha bezioù peurbadel àr goust ar Stad àr un dro er c’harrezadoù milourel a vez graet « karrezadoù kemmesk » anezhe neuze ».

Service rattaché

Bureau des cimetières

10 rue 4 frères Créac h Vannes

Élue rattachée

Monique JEAN
Monique JEAN
Maire-adjointe en charge de la sécurité, de la tranquillité publique et de la citoyenneté