Skip to main content

Abadennoù evit an henaourion

Oberoù a-enep an digenvez a gas ar KOSG. Oc’hpenn se e vez kinniget geti oberoù hollek a ziarbenn evit an henaourion a Wened, en digenvez pe pas.

Kaset e vez an oberoù-se get ar KOSG asambl get Evit Koshaat Mat e Breizh (un tolpad kefioù leve).

Setu atalieroù a c’hell bout kinniget :

  • Magiñ,
  • Eñvor,
  • Kempouez …

Kinniget e vez an oberoù-se da-geñver forom bleziek ar Sizhun C’hlas, e Palez an Arzoù hag ar C’hendalc’hioù.

Sturlevr an henaourion

Razh an titouroù talvoudus deoc’h bemdez zo er sturlevr pleustrek-se. Get kuzul ar re gozh a gêr Gwened eo bet savet.

Kuzul ar re gozh

Ur lec’h prederiiñ ha kaozeal eo Kuzul ar Re Gozh, ma c’hellont plediñ get a bep sort kudennoù. A-c’houde 6 vlez, da skouer, ec’h eus bet krouet ur gartenn difrae, staliet bankoù azez-àr-sav e kêr ha levraouegoù àr ar straed, aozet sortiadennoù tematek evit stourm doc’h difiñvusted ar re gozh.

Service rattaché

Centre communal d action sociale

22 avenue Victor Hugo,Vannes
8h15-12h15 et 13h15-17h (fermé le mercredi après-midi)

Élu rattaché

Mohamed Azgag
Mohamed AZGAG
Maire-adjoint en charge des affaires sociales, de la solidarités et de la politique de la ville