Skip to main content

Dastumadoù pad

Dastumadoù XIXVET - XXVET kantved

Ar C’hrist àr ar groez, livet get Eugène Delacroix (1798-1863) a oa bet prenet get ar Stad e 1835. Em gavet e oa er mirdi pa oa bet krouet e miz Gouere 1886 ha daet eo diàr neuze da vout oberenn arouezel an dastumad. Get raklivadur al laer a zo é tonet ag atalier al livour, bet prenet da ziwezhañ get Kêr Gwened e 2017, eo pinvidikaet ar c’hinnig gouestlet d’an arzour.

Un nebeud skeudennoù a Vreizh, hag a vesk gweledvaoù romantel ha kenaozadennoù lan a vodernelezh, a lak àr wel chem mistri diarvar a ziwezh an XIXvet kantved hag a zeroù an XXvet kantved. Charles Cottet, Flavien Peslin, Henri Moret pe Jean Frélaut a zegas, etre douar ha mor, ur sell barzhek hag etnografek àr ar vro.

Geneviève ASSE (Gwened 1923 - Pariz 2021)

An oberennoù bodet e sal uhel mirdi ar C’hovu, a gomz ag ar gweledvaoù anavet ha karet gant Geneviève Asse. An titloù Rewiz, a-hed an deizioù, Kaier meurvorel, a lavar ar wirionez virvidik a zo é treuziñ he livadurioù abaoe un tamm muioc’h eget hanter-kant vlez.

E Pariz, àr-lerc’h ar brezel, e oa daet da vout un arzourez dizalc’h, spis ha mennet d’em ouestliñ en ur weledigezh kenedus kenlodet get Nicolas de Staël, Viera da Silva, Olivier Debré… Asambl e oant é vonet da gas al liverezh trema un difetisted tener.

Get he hentad hir eo daet Geneviève Asse da vout ul livourez brudet er bed a-bezh, e bed an arz hag an ensavadurioù.

Gouestlet eo estaj kentañ ar mirdi da ginnig oberennoù Geneviève Asse, ar pezh a ro tro d’ar weledennerion da welet pegen bras eo an donezon roet get an arzourez d’ar mirdi.

Qui est Geneviève Asse

Krouidigezh ar C’hentelioù Charmey


Heuilhit labour ar skolidi a stummer evel aktored er C’hentelioù Charmey e Gwened, daet d’ar mirdi evit ur grouidigezh diàr-benn ar salioù gouestlet da oberenn Geneviève Asse. Splujit en oberenn glas ha barzhek Geneviève Asse dre o selloù hag an enor a rentont dezhi.

Krouidigezh empennet ha leurennet get Angélique Charmey.
Seveniñ : Sandrine Ray
Sondapout : Mélanie Ralaianinosy
Skoazellerez kamera ha leurenniñ : Justine Guichen

Murmures des murs

Service rattaché

Musée des beaux-arts, La Cohue

15 Place Saint Pierre

Élu rattaché

Fabien LE GUERNEVÉ
Fabien LE GUERNEVÉ
Premier Maire-adjoint en charge de la culture et patrimoine